Musique pour un réveil en 2016


Benoni
Anjela Duval (1905-1981)
Poétesse bretonne

I

N’eus ket pell c’hoazh ’traoñ ar blasenn
’Oa ur gaer a wezenn faou
Warni gravet don er bluskenn
Sifroù ha lizherennoù
Rak holl baotred ar vilajenn
’Oa pell zo gante ar c’hiz
Merkañ o anv er wezenn
’Raok partiañ d’ar servij.

II

Pa oa deuet tro Benoni
Mab penn-hêr an intañvez
Setu eñ ivez o c’hraviñ
Warni e anv-badez
Prest goude ma oa partiet
’Oa digoret ar brezel
Ha biskoazh n’eo bet distroet
Benoni d’e Vreizh-Izel.




III

Da serr-noz ar vamm glac’haret
A deue da vemoriñ
’Tal ar wezenn enni gravet
Anv he mab Benoni
Met setu un deiz koaderien
O benvioù war o skoaz
O tiskenn da draoñ ar blasenn
Da ziskar ar faouenn vras.

IV

Kerkent ur yudadenn fromus
Emañ ’n harpon er wezenn
Ha gant ur strakadenn spontus
Eo kouezhet war ar blasenn
Ar vamm pa glev an darzhadenn
Zo diredet eus he zi
Dont da diskouez d’ar goaderien
Anv he mab Benoni.

V

Ar goaderien tud a galon
Gant preder ha gant evezh
O deus troc’het gant o harpon
An tammig koad en e bezh
Douget gant doujañs ar blakenn
D’ar vamm baour betek he zi
Hag he laket d’ober sichenn Dindan poltred Benoni.




Commentaires